Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 16:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo: Kas a raint kuit an drouk‐sperejou em hano; komz a raint langachou nevez;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez;

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 16:17
17 Referencias Cruzadas  

Neuze Ian, o komz outhan, a lavaraz: Mestr, gwelet hon euz eun den ha na heul ket ac’hanomp, o kas kuit an drouk‐sperejou en da hano, hag hon euz difennet outhan ober kement‐se, abalamour ne heul ket ac’hanomp.


Hogen, an deg ha tri‐ugent diskibl a zistroaz gant joa, o lavaret: Aotrou, an drouk‐sperejou ho‐unan a bleg deomp en da hano.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a gred enoun a rai ive an oberou a ran, hag e rai re vrassoc’h eged ar re‐man, dre ma’z an da gavoud va Zad.


rag ho c’hlevet a rent o komz meur a seurt langach, hag o c’hlorifia Doue.


Ober a reaz kement‐se e‐pad meur a zevez; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered: Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus‐Christ, mond er meaz euz ar plac’h‐se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.


Ha pa hen doe Paol astennet he zaouarn varnezhe, ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhe, hag e komzent meur a seurt langach, hag e profetisent.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Dond a rea ive da Jerusalem eur bobl vraz euz ar c’heariou divar‐dro; hag e tigassent an dud klanv, hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur, hag e oant holl pareet.


Rag ar sperejou impur a iea, en eur grial krenv, er meaz euz a veur a hini hag a oa dalc’het ganthe; ha kalz a dud paralitic hag a re gam a oe iac’heet.


unan all, an donezon euz ar miraclou; unan all, ar brofesi; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou.


Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel; d’an eil, ar brofeted; d’an trede, an doctored; neuze, ar re a ra miraclou; ha goude‐ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach.


Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv? Daoust hag int a gomz holl meur a langach? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent?


Ha pa gomzfen langachou an dud, ha memeus langachou an elez; ma n’em euz ket ar garantez, ez oun evel an arem hag a zôn, pe evel eur zimbalen skiltrus.


Rag an hini a gomz en eul langach ha n’eo ket anavezet, na gomz ket ouz an dud, mes ouz Doue, pa’z eo gwir ne intent den anezhan, hag e lavar mysteriou en he spered.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos