Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 16:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 16:16
36 Referencias Cruzadas  

o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;


An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.


An had eo ger Doue; ar re a receo anezhan a‐hed an hent eo ar re hen selaou; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger‐ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet;


Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.


An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez.


Jesus a respontaz dezhe: Œuvr Doue eo, ma credfac’h en hini a zo bet digasset ganthan.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.


Hou‐man eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel; ha me hen resussito en deiz diveza.


Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.


An holl brofeted a ro an desteni‐man divar he ben, penaos piou‐benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.


ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises.


Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez: Deoc’h‐hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h‐unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp our ar Jentiled.


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet; hag en devez‐se e oe lakeat var‐dro tri mil ene e niver an diskibien.


Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.


Pell ac’hane! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed?


mes ive evidomp‐ni, da bere e vezo ive countet kement‐se, evidomp‐ni pere a gred en Hini hen deuz savet a‐douez ar re varo Jesus hon Aotrou,


evit tenna venjans euz ar re na anavezont ket Doue, ha na zentont ket ouz Aviel hon Aotrou Jesus‐Christ.


evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


Hag an imach a gement‐se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus‐Christ;


Ha piou‐benag na oe ket kavet scrivet el levr a vuez, a oe taolet el lenn a dan.


Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos