Sant Marc 15:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec’h e lakaed anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Mari Magdalen, ha Mari, mam Joses, a zelle pe leac’h e lakeet anezhan. |
Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.
Bez’ e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome,
O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc’h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d’e valzamañ.
Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.