La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 15:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Bez’ e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Bez’e oa ive eno gragez hag a zelle a‐ziabell, e‐touez pere e oa Mari Magdalen, ha Mari, mam da Jakes ar yaouanka ha da Joses, ha Salome,

Ver Capítulo



Sant Marc 15:40
18 Referencias Cruzadas  

Va c'halon a sko, va nerzh am dilez, ha sklêrijenn va daoulagad zoken ne'm eus ken.


Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;


Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?


Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez.


Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.


Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozez a selle pelec’h e lakaed anezhañ.


Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d’e valzamañ.


O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.


a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c’hellas ket abalamour d’ar bobl, rak gwall vihan e oa.


Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc’he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.


Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?


met ne welis hini eus an ebestel all, nemet Jakez breur an Aotrou.


Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!