Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Sant Marc 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus. |
Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Mar fell da unan bennak rediñ ac’hanout da vont gantañ e-pad ur mil, kae e-pad daou vil.
Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.
Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac’hanon, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.
O tougen e groaz, e teuas el lec’h anvet: Ar C’hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d’ar C’hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.
Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited,
Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan.