Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 15:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Hag evel ma oa eun den euz a Cyren, hanvet Simon, tad da Alexandr ha da Rufus, o tremen dre eno, o tistrei euz ar parkou, e rejont dezhan dougen croaz Jesus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:21
12 Referencias Cruzadas  

Pa oent o tond er meaz, e kavjont eun den euz a Ziren, hanvet Simon, hag e rejont dezhan dougen croaz Jesus.


Ha piou‐benag a oblijo ac’hanoud da vond eul leo ganthan, kea diou.


Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he‐unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.


Ha piou‐benag na zoug ket he groaz, ha na heul ket ac’hanoun na hell ket beza diskibl d’in.


Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lerc’h Jesus.


Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen‐maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha;


Mes darn anezhe, pere a oa tud euz a Cyprus hag euz a Cyren, o veza antreet en Antiokia, a gomzaz ouz ar Greked, o prezeg dezhe Aviel an Aotrou Jesus.


En Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul.


er Phryji, er Pamphyli, en Ejypt, er c’harteriou euz al Libi a zo tost da Cyren, hag estranjourien euz a Rom,


Mes darn euz ar sinagog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alexandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a‐enep Stefan.


Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in‐me.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos