Sant Marc 15:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pilat eta, o c’hoantaat plijout d’ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pilat eta, o c’hoantaat contanti ar bobl, a leuskaz ganthe Barabbas; ha goude beza lakeat skourjeza Jesus, e livraz anezhan da veza crucifiet. |
Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c’hoazh kreñvoc’h: Ouzh ar groaz!
ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.
Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Met, o c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.