En amzer-se an AOTROU a grogas da zidammañ Israel, rak Hazael a skoas war an Israeliz war o holl harzoù,
Sant Marc 14:71 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N’anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e commansaz da zrouk‐pedi ha da douat en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze a behini e komzez. |
En amzer-se an AOTROU a grogas da zidammañ Israel, rak Hazael a skoas war an Israeliz war o holl harzoù,
Met eñ en nac’has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini.
Ar c’hilhog a ganas un eil gwech. Pêr en doe soñj eus ar gomz en doa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c’hilhog div wech, te az po va dinac’het teir gwech. Hag oc’h en em sonjañ, e ouelas.