Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.
Sant Marc 14:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin‐man: An hini a bokin dezhan, hennes eo; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad. |
Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.
Ha kerkent, evel ma komze c’hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien.
Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c’hourc’hemennjont d’ar bac’her o diwall gant evezh.
hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,
Me Paol, a salud ac’hanoc’h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan.
Bremañ eta, touit din me ho ped, dre an AOTROU , penaos, evel ma em eus diskouezet madelezh en ho keñver, e tiskouezot ivez madelezh e-keñver ti va zad; roit din ur brouenn asur,