Sant Marc 14:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz. |
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
O vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet.
Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c’hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n’emañ ket amañ, setu al lec’h m’o doa lakaet anezhañ.
Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ.
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c’hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.
Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc’h, hag e teuas dezhañ ur c’hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,