Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Sant Marc 14:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes goude ma vezin resussitet, me a ielo araog deoc’h en Galile. |
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, it ha lavarit da’m breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac’hanon.
Neuze an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez en doa Jezuz gourc’hemennet dezho en em gavout.
hag it raktal ha lavarit d’e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc’h.
Met it ha lavarit d’e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m’en deus lavaret deoc’h.
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.