hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.
Sant Marc 14:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h e gwirionez, n’evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez‐ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue. |
hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.
En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.
Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.
Me a lavar deoc’h, n’evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma’c’h evin anezhañ nevez ganeoc’h e rouantelezh va Zad.