Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
Sant Marc 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo. Hag e tromplint kalz a dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro: Me eo ar C’hrist; ha kalz a vezo tromplet ganthe. |
Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.
Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C’hrist. Hag e tromplint kalz a dud.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet.
Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.
Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac’hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ.
Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.
Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec’h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac’hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m’en deus va Zad o desket din.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.