La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d’en em gavout?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou‐ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout?

Ver Capítulo



Sant Marc 13:4
8 Referencias Cruzadas  

Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se?


Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ:


Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac’hanoc’h.


Goulenn a rejont digantañ: Mestr, pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c’hoarvezout?