Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.
Sant Marc 13:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An env hag an douar a dremeno; mes va c’homzou‐me na dremenint ket. |
Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.
Mont a ra eus unan a bennoù an neñvoù, hag e red en em echu er penn all, ha netra ne dec'h diouzh e dommder.
Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.
Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n’o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.