Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.
Sant Marc 13:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ma n’en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou‐ze, na vije bet saveteet den e‐bed; mes diveret hen deuz an deveziou‐ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan. |
Ma n'en dije ket AOTROU an armeoù lezet ganeomp un nemorant bihan, e vijemp deuet evel Sodom, heñvel ouzh Gomora.
Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.
Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d’ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.
rak bez’ e vo en deizioù-se an hevelep glac’har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n’eus ket bet, ha ne vo biken.
Neuze, mar lavar unan bennak deoc’h: Setu, ar C’hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket.