Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Sant Marc 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien. |
Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp.
Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all.
Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho?