Ra blijfe gant Doue ma vefes evel va breur, bet maget gant divronn va mamm! Mont a rafen da'z kavout er-maez, pokat a rafen dit ha ne vefe den ebet evit va disprizout.
Sant Marc 12:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc’h ober ur gwenneg. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul liard. |
Ra blijfe gant Doue ma vefes evel va breur, bet maget gant divronn va mamm! Mont a rafen da'z kavout er-maez, pokat a rafen dit ha ne vefe den ebet evit va disprizout.
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ac’hano ken na vo paeet ganit an diwezhañ gwenneg.
Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c’hef, a selle penaos e lakae an dud arc’hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz.
O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,
Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.
penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c’hlac’haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.