Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Sant Marc 12:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David e-unan eta a c’halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa’z eo gwir eta David he‐unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan. |
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho
Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv.
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.