Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled Doue en neñv.
Sant Marc 12:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak pa adsavor a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled en neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou; mes beza e vezint evel an elez a zo en env. |
Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled Doue en neñv.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob?
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.