Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.
Sant Marc 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An Aotrou eo hen deuz great kement‐se, hag eun dra souezus eo d’hon daou‐lagad. |
Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.
Sellit e-touez ar broadoù, bezit souezhet ha sabatuet, rak me a ya d'ober en ho teizioù un oberenn na gredfec'h ket mar befe kontet deoc'h.
N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!
Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?
An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d’egile: Petra eo kement-se?
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.