Sant Marc 11:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e weljont ar wezenn-fiez sec’het betek ar gwrizioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha deuz ar mintin, evel ma tremenent, he ziskibien a velaz ar vezen‐fiez sec’het beteg he griziou. |
A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.
Petra a oa c'hoazh d'ober da'm gwinienn, ha ne'm eus ket graet eviti? Perak, pa c'hortozen e rofe rezin, e roas blokadoù gouez?
Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.
Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec’h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet.
Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc’h oc’h en em vagañ o-unan hep dalc’hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc’h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,