En noz-se, Doue en em ziskouezas da Salomon hag a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a fell dit ma rofen dit.
Sant Marc 10:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o komz outhan, a lavaraz: Petra a fell d’id a rafen evidoud? Hag an dall a respontaz: Aotrou, ma kavin ar gwelet. |
En noz-se, Doue en em ziskouezas da Salomon hag a lavaras dezhañ: Goulenn ar pezh a fell dit ma rofen dit.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.
Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
Ar c’habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c’houlennas digantañ: Petra ac’h eus da zisklêriañ din?
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,