La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 1:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d’en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Diwall na liviri netra da zen e‐bed; mes kea, hag en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez hen deuz gourc’hemenet Moises evit ma zervicho kement‐se da desteni dezhe.

Ver Capítulo



Sant Marc 1:44
9 Referencias Cruzadas  

Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.


Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc’hemennoù start,


O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.


Hag e tifennas outañ n’en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig evit da c’hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.


Neuze ar c’habiten a c’hasas kuit an den yaouank, o c’hourc’hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


An holl draoù-se a c’hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d’an amzerioù diwezhañ.