Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Sant Marc 1:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl holl euz a gear a oa dastumet dirag an nor. |
Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d’an deiz sabad, e kelennas enni.
Hag e yac’haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.
Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.