Sant Marc 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kerkent, o lezel ho rouejou, ec’h heuljont anezhan. |
Hag ac’hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc’h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
Evel-se, piv bennak ac’hanoc’h na zilez ket kement en deus, ne c’hell ket bezañ va diskibl.
Ya, sellout a ran pep tra evel ur c’holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c’hounezin Krist