Sant Lucas 9:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o welout soñj o c’halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o velet sonjezonou ho c’halon, a gemeraz eur bugel, hag a lekeaz anezhan en he gichen, |
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
Met Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c’hrozmolit en ho kalonoù?
Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.
ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c’hraet.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.