Gehazi, o vezañ o diaraoget, a lakaas ar vazh war zremm ar bugel. Met ne voe na mouezh na merk a evezh. Distreiñ a reas da gavout Elizea, hag e kontas kement-se dezhañ o lavarout: Ar bugel n'eo ket dihunet.
Sant Lucas 9:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pedet em eus da ziskibien d’e gas kuit ha n’o deus ket gallet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet. |
Gehazi, o vezañ o diaraoget, a lakaas ar vazh war zremm ar bugel. Met ne voe na mouezh na merk a evezh. Distreiñ a reas da gavout Elizea, hag e kontas kement-se dezhañ o lavarout: Ar bugel n'eo ket dihunet.
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac’haat ar c’hleñvedoù.
Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.