Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Sant Lucas 9:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, hag e voent spontet oc’h o gwelout o vont er goabrenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oa c’hoas o lavaret kement‐se, e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe; hag evel ma oa tro‐var‐dro dezhe, an diskibien a oe spountet. |
Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.
Neuze e chomis va-unan hag e welis ar weledigezh vras-se, ha ne chomas ennon nerzh ebet. Liv va dremm a cheñchas hag e teuas da vezañ morlivet, ha ne'm boe ken a nerzh.
Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
Gedeon a welas e oa ael an AOTROU hag a lavaras: Siwazh, Aotrou AOTROU! Rak gwelet em eus ael an AOTROU dremm ouzh dremm.