Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
Sant Lucas 9:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oa ar re‐man o vond kuit diouthan, Per a lavaraz da Jesus: Mestr, aman e vez mad deomp choum; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises hag unan evit Elias; rag na ouie ket mad petra a lavare. |
Goulennet em eus un dra hepken digant an AOTROU, hag e klaskin anezhi: Eo ma chomin e ti an AOTROU holl zeizioù va buhez, evit arvestiñ ouzh splannder an AOTROU, hag evit selleta e balez.
Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.
O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d’an daoulin dirazañ, o lavarout:
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
Met Jezuz a lavaras dezho: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c’her e taolin ar roued.
E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, hag e voent spontet oc’h o gwelout o vont er goabrenn.
Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac’hanomp.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.