ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,
Sant Lucas 9:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in, hennes a zaveteo anezhi. |
ur mare evit klask hag ur mare evit lezel da goll, ur mare evit mirout hag ur mare evit teurel kuit,
An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.
An hini a gar e vuhez he c’hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac’hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc’h,
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.