Sant Lucas 8:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a bedas anezhañ na c’hourc’hemennje ket dezho mont en donder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim. |
Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.
Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d’e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac’hanon.
Bez’ e oa eno ur vandenn vras a voc’h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d’o lezel da vont er moc’h-se. Eñ o lezas da vont.
Ha p’o devo peurc’hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec’ho hag o lazho.
Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.
Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion.