Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.
Sant Lucas 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag karantez hen deuz evit hon fobl, hag hen eo hen deuz savet deomp ar sinagog. |
Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.
Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ,
Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c’hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.