Sant Lucas 7:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te ne’c’h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma’z on deuet en ti, n’he deus ket paouezet da bokat da’m zreid. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Te n’ec’h euz roet pok e‐bed d’in; mes hou‐man, abaoe ma’z oun deuet en ti, n’he deuz ket ehanet da bokad d’am zreid. |
Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.
Ha pa dostae unan bennak evit stouiñ dirazañ, ec'h astenne dezhañ e zorn, hag e kemere anezhañ hag e poke dezhañ.
An holl bobl a dremenas ar Jordan, hag ar roue ivez a dremenas. Goude ar roue a bokas da Varzilhai hag en bennigas, hag e tistroas d'e di.
An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
Ha c’hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.