Met ar roue a lavaras da Absalom: Nann va mab, nann, ned aimp ket holl, gant aon na vevemp ur bec'h dit. Petra bennak ma talc'has start warnañ, ne fellas ket dezhañ mont. Hag e vennigas anezhañ.
Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras dezhañ kement-se. Ar roue a c'halvas Absalom, a zeuas da gavout ar roue, hag a stouas e zremm d'an douar dirak ar roue. Hag ar roue a bokas da Absalom.
David a zistroas da vennigañ e di. Ha Mikal merc'h Saül a zeuas en arbenn da Zavid hag a lavaras: Pebezh enor hiziv evit roue Israel oc'h en em zizoleiñ dirak daoulagad mitizhien e servijerien, evel ma en em zizolofe divezh un den a netra!
Elizea a lezas e ejened hag a redas war-lerc'h Elia o lavarout: Va lez da bokat da'm zad ha da'm mamm mar plij, hag ez in war da lerc'h. Hag e lavaras: Kae ha deus en-dro, rak petra am eus graet dit?
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.