Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.
Sant Lucas 7:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel n’o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, o veza n’ho doa ket peadra da baea, e tiskargaz anezhe ho daou euz ho dle. Lavar d’in eta, pehini anezhe ho daou a garo anezhan ar muia? |
Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.
Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.
Diverket em eus da zrougoberoù evel ur goabrenn deñval, ha da bec'hedoù evel ur goumoulenn. Distro davedon, rak da zasprenet em eus.
O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d’ar vourevien, betek m’en doa paeet kement a dlee.
Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec’h eus.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras
Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d’egile, evel m’en deus Doue pardonet deoc’h ivez e Krist.
o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.