Sant Lucas 7:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian. |
Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
Rak me a lavar deoc’h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus profed ebet brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc’h egetañ.
Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n’anaveze nemet badeziant Yann.
Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc’h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann.
Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.
Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!
Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, abalamour ma ec’h eus barnet kement-se.
Adoni-Bezek a lavaras: Dek roue ha tri-ugent, meudoù o daouarn hag o zreid troc'het, a zastume dindan va zaol ar pezh a gouezhe; Doue en deus rentet din ar pezh am eus graet. O vezañ bet degaset da Jeruzalem, e varvas eno.