Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
Sant Lucas 7:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak me a lavar deoc’h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus profed ebet brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc’h egetañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag hen lavaret a ran deoc’h, e‐touez ar re a zo ganet divar gragez, n’euz ket eur profet brassoc’h eged Ian ar Badezour; ha koulskoude an distera en rouantelez Doue a zo brassoc’h egethan. |
Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
Yann en em lakaas da lavarout d’an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc’h egedon, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.