Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Sant Lucas 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa zistroas d’ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac’h mat ar mevel a oa bet klañv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv. |
Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar c’hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec’h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac’haet.
An deiz war-lerc’h, ez eas d’ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d’ar bobl en heulie: Me a lavar deoc’h penaos ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.