Sant Lucas 6:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac’haet eus o c’hleñvedoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou. |
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl
Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.
O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc’h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac’haet gantañ eus o c’hleñvedoù.