Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.
Sant Lucas 5:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez; hag evel‐se e virer an eil hag egile. |
Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.
Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.
Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.
Ha n’eus den hag a ev gwin kozh hag a c’houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc’h eo an hini kozh.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Ha kement-se a c’hoarvezas abalamour d’ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh.
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.