Sant Lucas 5:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet. |
Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.
Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n’en em rafe ket gant an hini kozh.
Setu amañ hor seier-lêr-gwin, hon doa leuniet nevez holl, diframmet int. Ha setu hon dilhad hag hor botoù, a zo aet da fall dre ur veaj ken hir.
a yeas dre widre. En em lakaat a rejont en hent, gant bevañs evit ur veaj; kemer a rejont seier kozh evit o ezen ha seier-lêr-gwin kozh, diframmet ha takonet,