La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 5:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe.

Ver Capítulo



Sant Lucas 5:29
9 Referencias Cruzadas  

Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.


Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.


Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.


Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ.


An holl bublikaned hag ar bec’herien a dostae outañ evit e glevout.


Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.


Mar ped un den difeiz ac’hanoc’h, ha mar fell deoc’h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc’h, hep goulenn netra en abeg d’ar goustiañs.