Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.
Sant Lucas 3:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned da Enoz, da Sed, da Adam, da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) da Enos, da Seth, da Adam, mab da Zoue. |
Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.
Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.
Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.
Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.
Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec’h distro;
hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.