Sant Lucas 24:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi eo an testoù eus an traoù-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, c’houi a zo testou a gement‐man holl; ha setu, ez an da zigas deoc’h ar pez hen deuz prometet va Zad. |
adalek badeziant Yann betek an deiz ma’z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Ni a zo testoù eus an holl draoù en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem. E lakaet o deus da vervel o stagañ anezhañ ouzh ar c’hoad.
nann d’an holl bobl, met d’an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma’z eo bet adsavet a-douez ar re varv.
Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl.
Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c’hras vras a oa warno holl.
Ha ni a zo testoù dezhañ eus an traoù-mañ, kenkoulz hag ar Spered-Santel en deus Doue roet d’ar re a sent outañ.
Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet: