Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
Sant Lucas 24:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C’hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d’an trede deiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Evel‐se eo scrivet, hag evel‐se ive e oa red d’ar C’hrist souffr, ha resussita an trede deiz a‐douez ar re varo, |
Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec’herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d’ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C’hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc’h.
N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.
Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,