Sant Lucas 24:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e tigoraz dezhe ho spered, evit ma c’heljent compren ar Scrituriou. |
An AOTROU a lavaras: Piv en deus graet genoù an den? Pe piv eo an hini a laka mut, bouzar, gouest da welout, pe dall? Ha n'eo ket me, an AOTROU?
Hag e lavarjont an eil d’egile: Hor c’halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
Ur wreg anvet Lidia, ur varc’hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c’halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor: