Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
Sant Lucas 24:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En eur lavaret kement‐se, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he dreid. |
Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
Met en o levenez, ne gredent ket c’hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez’ hoc’h eus amañ un dra bennak da zebriñ?
Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.
Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.