Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
Sant Lucas 24:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma tostajont ouzh ar vourc’h e-lec’h ma’z aent, eñ a reas van da vont pelloc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h. |
Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.
Jozef a welas e vreudeur hag o anavezas, met ober a reas evel an estrañjour ganto hag e komzas outo gant ruster. Lavarout a reas: A-belec'h e teuit? Hag e respontjont: Eus bro Ganaan evit prenañ boued.
Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ.
Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.