N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Sant Lucas 24:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned n’o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag, o veza n’ho doa ket kavet he gorf eno, ez int deuet en eur lavaret ho doa gwelet elez hag ho deuz lavaret dezhe ez eo beo. |
N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d’ar bez mintin mat,
Hiniennoù ac’hanomp a zo aet d’ar bez hag o deus kavet an traoù evel m’o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n’o deus ket e welet.
Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d’an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.